Deskiñ brezhoneg e Kistreberzh
C’hoant hoc’h eus da zeskiñ brezhoneg evit heuliañ al labour skol diyezheg ho pugale ?
Mignoned a gomz brezhoneg ‘ho peus ha c’hoant da gomz ganto ?
Dizoloiñ ar yezh keltieg komzet nemetañ en Europa ar c’hevandir ? Komz brezhoneg gant ho familh ?
Evit kompren an abadennoù Radio Bro Gwened pe deskiñ yezh ar vro ?
Kit e darempred ganeomp evit en em enskrivañ er c’hentelioù brezhoneg get Laurence.
📅 Kregiñ a raio ar c’hentelioù d’an 13 a viz gwengolo evit ar genderc’hel ha d’an 14 a viz gwengolo evit an deraouidi.
💶 Priz : 150€/vloaz + 10€ ezel kevredigezh
Er c’hreizenn Alan meur, 6 plasenn Générale de Gaulle e Kistreberzh, emañ kentelioù, er sal o tiskenn war an tu kleiz.
Deiz | Lec’h | Eur | Live |
---|---|---|---|
Merc’her | Kistreberzh, sal Alan Meur | 6e30 noz-8e noz | Deraouidi |
Meurzh | Kistreberzh, sal Alan Meur | 6e30 noz-8e noz | Kenderc’hel 1 |
Meurzh | Kistreberzh, Sal Alan Meur | 8e noz-10e noz | Kenderc’hel 2 |
Penaos e tremen ar gentel ?
Kentelioù etre tud (pe bugale vras) get deskadur dre gomz ha dre skrid hag eskemm etre skolidi. Kalz a labour dre gomz evit eskem buhan etre deskered.
Er maez kentelioù
Evit deskiñ buhanoc’h brezhoneg, goulenn a reomp d’an dud da gomz get brezhonegerion ar muiañ posubl (deraouidi pe get) goude se e aesoc’h an deskadur.
Chom a ra kelaouennoù e brezhoneg : #brezhoneg, Bremañ da skouer.
Rak-enskrivadur gwengolo 2022
Gallout a rit kavout ar furmskrid dindan evit ar rak-enskrivadur distro-skol 2022, n’eo ket un enskrivadur rik, met gallout a rimp adgalv ac’hanoc’h pa vo kroget ar c’hentelioù.
Sifroù bennak
Ouzhpenn a 5 0000 a dud emañ o teskiñ brezhoneg e Breizh hiziv. Heuliañ a ra an darn vrasañ kentelioù sizhunvek, 3200 a dud. Muioc’h a 500 a dud o deus graet ur staj d’ur sizhun ha 900 ur staj un devezh pe dibenn sizhun. 380 o deus hueliet ur staj kreñv get an arc’hant pedagogel kemeret get ar rannvro Breizh (tud o koulenn implij dre vras pe cheñch labour).
Gerioù ha frazennoù bemdez
Galleg | Brezhoneg |
Salut (à toi) (à vous) | Salud (dit) (deoc’h) |
Bonjour | Demat |
Galleg | Brezhoneg |
Comment ça va ? | Mont a ra mat ? |
Questembert | Kistreberzh |