
Anvet eo François marquer dindanv anv pluenn Erlannig pe Even Erlannig c’hoazh. Istour bro K/Gistreberzh e oa ha skrivet en doa meur a levrioù. Ganet eo d’ar 15/11/1913 e Kistreberzh ha marvet eo d’an 31/03/1997 e kistreberzh ivez.

Eus ur familh brezhoneger ha pinvidik e teu François Marquer (Francois Yves Joseph Marie MARQUER) ; Edmond MARQUER (Mekanikour a vicher) ha Philomène LE BRUN euredet e 1909 e Kistreberzh, o deus graet arc’hant get kenwerzh mekanikoù labour douar (savet get e dad Mathurin MARQUER). Edmond Marquer en doa skrivet levrioù war K/Gistreberzh c’hoaz, Bleiguen a oa e anv pluenn, plijout a rae dezhañ get an istor Breizh ha sonerezh relijiel.


Ganet eo François Marquer en ur familh 7 a vugale Yves ha Joseph: beleg, Anne ha Thérèse: Levrdiez, Jean: mekanik labour douar, hag ivez Marie.
N’en deus ket graet François Marquer micher e dad met heuliiñ a rae an istor eveltañ, hag e teue kelenner istor er skolaj (Eudiste) Sant-Salver e Redon e 1942 ha goude el lise meme anv.
Une rumeur disait que {…} François Marquer étaient capables – du moins, le disait-on – de soulever, chacun, la statue de saint Jean Eudes qui s’élevait au milieu d’une cour ceinturée par le très beau cloître du XVII siècle de l’ancienne abbaye jouxtant l’église abbatiale et sa célèbre nef romane.
Yvonig Gicquel (Raklevr Joseph-Anne LOAISEL,
UN HÉROS DE LA COALITION BRETONNE 1752-1812)
Paotr-an-istor Breizh, treuzkaset e studierion e-pad a-hed e vicher.
Savet en doa ur bagad er skolaj Get an Tad Le LIVEC.

Studiet en doa François Marquer c’hoazh kentelioù brezhoneg, kembraeg hag Istor e Roazhon e-lec’h p’hoa tapet diplôme studiañ uhel yezhoù keltiek. Adalek 1953, Labouret en doa 13 bloavezh evit ur studiadenn war Jeneral Louis de Sol.
Bep bloaz, garedoniñ ar ra ar priz Hervé Le Menn tudoù pe gevredigezhioù mont war-raok sevenadur Breizh.
Ti-kêr Kistreberzh a roas an holldielloù family Marquer d’an Dielloù Departamant Mor-bihan d’an 21 a viz Gwengolo 2011.
Dizoloet eo bet galvet d’an STO françois Marquer e 1944, graet eo bet getañ?
Erlannig a Zoé bet ezel ar gevredigezh koun Chouan hag ivez koun Breizh 845.