
Abadenn ziwezhañ kostez Kistreberzh-Sarzhav. E Beler hag e Moulleg e pourmeno Bali Breizh ar sizhun-mañ. War ar wenojenn e bord ar mor e Penn-Lann e Beler e pourmen Goulwena gant Gwenvred Latimier. Levraouegerez eo e mediaoueg Sarzhav. Ul lennerez vras eo ivez evel-just, pe vije e brezhoneg, galleg pe saozneg, bandennoù treset pe romantoù. Skrivañ ‘ra ur blog ivez, « Soubenn ar geek » abaoe pemzek vloaz. C’hwec’h vloaz zo eo Leùine Olivier Jegat renerez ar Pass’temps, ul lec’h sevenadurel e Malastred. Kelaouadenn. Un atant-breserezh eo La Lambelle hag a zegas buhez en-dro da gumun Sant-Grave. Kelaouadenn. En un avalenneg e Moulleg kostez Kistreberzh e kej Thelo gant Thierry Jolivet. Kenbrezidant ar gevredigezh Andon evit sevenadur Breizh eo, bet krouet e 2000. Komz a ra deomp war ur vro n’eo ket gwall anavezet, « le pays d’A-Bas », ar vro izel, etre Kistreberzh ha Muzilheg. Mab peizanted eo Thierry hag e-pad pell en deus labouret evel kuzulier e bed al labour-douar. Bremañ emañ o labourat da sevel e stal, « Sistrerezh ar Porc’hoed ». Gantañ e vo anv eus ar gwin e Breizh ivez. Ur “stal kan” a vod tud da ganañ e brezhoneg bep pemzektez e Kistreberzh. Kelaouadenn. Kenan an Habask a bourmen ac’hanomp er vro Dardoup hag en he c’hêrbenn, ar C’hastell-Nevez, lec’h ma vo ar peder abadenn Bali Breizh da zont.