En atant Caringa e Malañseg eo degemeret Goulwena gant Gwenole Jestin. Sevel a ra givri eno da ober fromaj gant o laezh. Meur a berc’henn zo war an atant, lod o kenvevañ, met Gwenole eo ar peizant nemetañ en o zouez. War 90 devezh-arat e weler anevaled eus ar bed holl e park Branfere. Un dro a reomp eno gant Jean-Baptiste Vasnier bet buhezour natur eno, implijet gant ar gevredigezh “skol an natur”. Kelaouadenn. Kaout lec’hioù boutin da veur a zen pe meur a familh er memes ti : un doare da vevañ bet studiet gant ar sokiologour Pierre Servain. Kelaouadenn. War ur gobar war ar ganol e Malastred en deus pedet Thelo Jañ-Mai Havart da flapañ ha da ganañ. Jañ-Mai zo genidik eus Malastred hag o chom e Douarnenez hiziv. Kanañ ‘ra kanaouennoù eus Breizh-Izel hag eus Breizh-Uhel. Unan e gallaoueg hag un all e brezhoneg a gano deomp. E Kistreberzh e kej Goulwena gant Iwan Couée. N’en deus ket bevet biskoazh eno met embannet un deus un dastumad skridoù gant e dad hag a oa ac’halenn, « Avoir vingt ans dans les décombres , Journal et correspondance de Albert Couée ». Albert Couée a oa bet kelenner lizhiri ha brezhoneg, FFI, kenkrouer ar staj brezhoneg KEAV. Annette Couée, c’hoar da Albert, a oa eureujet gant Youenn Olier, skrivagner ha stourmer evit ar brezhoneg. Merket don eo bet istor ar sevenadur e Breizh en XXvet kantved gant Zavier Langleiz. Un arzhour hag ur skrivagner puilh eo bet, hag en deus gouestlet e oberenn da Vreizh. Eus gourenez Rewiz e oa avat ha chomet eo stag a-hed e vuhez ouzh e vroig c’henidik, evel ma tiskouez Glenn Gouthe. Kelaouadenn. Ur pennad nevez eus « Marvailhoù mor an Hirwazh » filmet gant Yann-Ildut Galliou : ar c’hrestenneged.