Generic selectors
Exact matches only
Search in title
Search in content
Post Type Selectors

Bali Breizh E Bro Kistreberzh 2/4

D'an/ar 30 November 2025

Skignet d’an 30/11/2025 da 09h55

Eil abadenn Bali Breizh e Roc’h-an-Argoed hag e Kistreberzh. E Roc’h-an-Argoed e kej Goulwena gant Cyril Lelong. Implijet eo gant ar gevredigezh a ginnig ar Redadeg evit ar brezhoneg, hag a vez bep daou vloaz dre Vreizh. Ar Redadeg kentañ a vo e miz Mae 2026. E Kistreberzh e komz Thelo gant Pier Nikolaz en e gêr. Savet en deus tonioù evit an delenn hag azasaet kanoù kozh eus Breizh evit an delenn pe ar piano. Dastumet en deus kanaouennoù kozh e bro Gristreberzh ivez. Anne-Armelle Harnay-Chevalier a son daou don deomp gant an delenn : « Arnod n°1 » skrivet gant Pier Nicolas ha « Deit me Salvér Jézus » azasaet gant Pier Nicolas. « Ar Frailh » zo un teulfilm 26 munud savet gant Aziliz Bourgès war ar yec’hed spered.

Note post

Projection du documentaire sur Les Ramoneurs de Menhirs à L'Iris cinéma de Questembert le vendredi 5 décembre à 20h15En savoir plus