šŸ‘©ā€šŸ« Soubidigezh dre 7 a goulenn

class-amis-immersion-breton

Petra eo Diwan ?

Ur skol gevredigezhiel eo, laik, digoust ha digor d’an holl, eus ar skol-vamm d’al lise, a vez kelennet enni hervez ar bedagogiezh dre soubidigezh evit degas ar vugale d’an divyezhegezh brezhoneg galleg kempouez.

Petra eo ar soubidigezh ?

Ur strategiezh kelenn eo hag a ro ur plas bras d’ar brezhoneg, d’ar mare a zere (skol-vamm, CP), evit tapout buan ur mestroni naturel war ar yezh.

Perak ar soubidigezh?

Evit talvoudegezh he disoc’hoĆ¹ ha peogwir eo soupl hec’h implij. Ar pal eo dont a-benn buan hag abred da implij ar yezh evel benveg kelenn. ReiƱ a ra tro d’ar vugale goude-se da vevaƱ e div yezh. Dre implij anezhi an hini eo e teskont ar yezh. Krouet e vez gant ar soubidigezh un endro hag a lak ar vugale barrek da zeskiƱ ar yezh hep na vefe ur gwell samm.

BezaƱ divyezhek, ya, met perak e brezhoneg ?

Ur choaz sevenadurel eo. Ar brezhoneg a zo ul lodenn eus an herezh sevenadurel e c’hellomp bezaƱ fier anezhi. E c’heller mont drezaƱ betek ur c’hlad pinvidik. Daoust ma ya e implij war zisteraat abaoe un nebeud degadoĆ¹ a vloavezh-ioĆ¹ hag a zo bet gouest d’en em ober diouzh ar vuhez a-vremaƱ. Ar yezhoĆ¹ estren a zo er programmoĆ¹ ivez ouzhpenn-se, azalek ar C’hentaƱ Derez hag en Eil Derez ivez, evel-just.

Ma bugel ne gomzo nemet brezhoneg er skol?

Er skol-vamm hag e CP eo e brezhoneg hepken e vez graet skol ; en diavaez eus ar c’hlasoĆ¹ (ehanoĆ¹, kantin, diwallerezh…) e reer ur seurt ma c’hellfe ar vugale ober gant ar brezhoneg met komz galleg a c’hellont ma karont.

DeskiƱ a ray trawalc’h a c’halleg ivez ?

Bemdez e ra gant ar galleg dija. Ar pezh a zo da zegas dezhaƱ zo un anaoudegezh don hag ur mestroni war ar yezh. Evit e kroger gant studi ar galleg e CE1 ha kreskiƱ a ra plas ar studi galleg betek ar CM2. HeƱvel eo ar palioĆ¹ a-fet mestroniaƱ ar galleg ouzh re an holl skolioĆ¹ all.

Ne gomzomp ket brezhoneg. Barrek e vimp da heuliaƱ labour hor bugel ?

Evit an darn vrasaƱ eus ar familhoĆ¹ eo heƱvel. Ne gomzit ket brezhoneg met ho pugel a ray, ha gouest e vo da zisplegaƱ deoc’h e galleg peseurt labour en do d’ober er gĆŖr. Barrek e vo ivez da dreuzskas e brezhoneg an displegadennoĆ¹ ho po roet dezhaƱ e galleg. Ar pep pouezusaƱ evitaƱ ho reiƱ c’hoant dezhaƱ da zeskiƱ ha kalonekaat anezhaƱ en ur zisplegaƱ dezhaƱ peseurt choaz raktres desavadurel a zo bet graet ganeoc’h evitaƱ. Ar skolaerien a vez aze ouzhpenn-se evit skoazellaƱ ha reiƱ alioĆ¹ deoc’h.

šŸŒ Bro Gwened

Deus ar vro Gwened eo ar vro Kistreberzh, peseurt istor a zo ganti? Dizolomp asambles :

Gwened Dieub

Poblet e oe tiriad Bro Gwened get ar Weneted e-pad an hen amzer Staliet e oent Ć r an aodoĆ¹ hag e oent moraerion galloudek E penn armerzh an Arvorig Kevezerezh a veze neuze etreze hag ar Romani A oe Ć© klac’h aloubiƱ douaroĆ¹ nevez E 56 e-raok J.K o deus an div bobl-se en em gannet Ć r ar mor Hag emaƱ bet trec’h ar Romani.

AmaƱ emaƱ an istoer klok dre ar munudoĆ¹ Latinaet eo bet an dud a-neuze Ha tolpet ar vuhez armerzhel Ć r-dro da Zarioritum, anv hen Gwened CHom a ray Ć©l-se betag diskar ar Romani Ha donedigezh ar pobloĆ¹ brezhon en Arvorig E tonet a Vreizh Veur, Ć©l ma vez anvet bremaƱ Lakaet eo Padern da Eskob Gwened e 465 Pezh a ziskoueza a vez ag Eskopti Gwened adalek ar prantad-maƱ, d’an nebeutaƱ Revez ar vojenn, e vije bet titlet Padern get roue kentaƱ Bro Gwened Karadeg, pe Karadog, a vije bet marc’heg an Daol Grenn N’eus ket prouenn istoerel erbet da wiriekaat an dra-se neowazh.

Da Zarioritum betek Gwened

Diwezhatoc’h, e 578, Gwereg II anavet evel Warog II ivez A za a-benn da reniƱ Ć r gĆŖr Darioritum, dalc’het neuze get ar Franked CHeƱch e ra anv ar gĆŖr “Darioritum” e Gwened D’ober dave doc’h pobl hen ar Weneted A oe Ć© chom er vro gwezharall Lakaet eo getoƱ ivez kĆŖr Gwened da GĆŖrbenn Bro Ereg, e rouantelezh Kavet a vez div stumm d’e anv : pe Gwereg, pe Warog Hogen eben a vehe ur c’hermanadur bet graet get ar Franked Ar stumm “Waroc’h” a zo farius Ac’hanen e yae da breizhiƱ an tiriadoĆ¹ frank amezek Da lĆ¢ret eo Bro Roazhon ha Bro Naoned er c’hours-maƱ E-raok donet endro d’ar gĆŖr karget a win laeret diget an Naonediz.

Bro Gwened er rouantelezh Breizh

Aloubet eo kĆŖr Gwened get Pepin ar Berr e 730 Donet a ra neuze da vout ur lodenn a VarzoĆ¹ Breizh Bevenn etre bed gouez ar Vrezhonegerion hag hani sevenaet ar latin, saƱset Ne choma ket ar Vrezhoned hep en em zifenn neowazh Hag e vrezeliont a-enep Franked Loeiz an Deol, mab Karlez Veur Unvanet m’emant dindan beli ar Roue Morvan, pe Morvan Lez-Breizh Hennezh a rena Ć r Vro Gwened, Domnonea, Bro Leon ha Bro Kernev A-benn-ar-fin e varvay ar Roue Morvan en emgann e 818 Ar-dro Prizieg, Ć r harzoĆ¹ Bro Gwened Ret a vo gortoz Nevenoe, bet lakaet da Gont Gwened get Loeiz an Deol Aveit ma yahe an tiriad-se ba’ Rouantelezh Breizh Dre ar brezel hag an emgann eo EmaƱ daet a-benn Nevenoe da drec’hiƱ Ć r ar Franked e 840, Ć rlec’h bout en em savet en o-enep.

Viking

Bro Gwened en duked Breizh

En desped da drec’h Alan Veur Ć r ar Vikinged Ar-dro Kistreberzh, e Bro Gwened E ta stank alouberion an Norzh endro adalek 913 PreizhiƱ e reont ar rouantelezh hag en em staliont Ć r an arvor Dismantret eo ar vro get bezaƱs ar Lec’hlenniz enni Dieubet e vo Bro Gwened evel peurrest Breizh e 936 Da heul distro Alan Varvek, mab bihan ar roue diwezhaƱ Kontelezh Gwened a za tre domani Duked Breizh e 970 Get ren Konan IaƱ Talvout a ra emaƱ neuze perc’hennet Bro Gwened get familh an Duk Hogen e vez c’hoazh anezhi e-stel bout relijiel Rak emaƱ ivez un eskopti, get hevelep bevennoĆ¹ ar gontelezh E-pad ar Grenn Amzer en em zisranna Eskopti Gwened e meur a aotrouniezh E-stel ar Gemened Gwegan pe ar Gemened Heboe DarvoudoĆ¹ pouezus brezel susitoĆ¹ an dukelezh a c’hoarvezay e Bro Gwened El Emgann an Tregont, etre Josilin ha Ploermael Seziz an Henbont pe c’hoazh Emgann an Alre e 1364, da skouer Yann IV, trec’hour ar brezel ha diazezour an diernezh MoƱforzh A savay Kastell an Erminig, e annez pennaƱ, e kĆŖr Gwened Krouet a vez getoƱ ivez Urzh an Erminig E lec’h ma vez strollet ar varc’heion vrezhon kalonekaƱ Izili an urzh-maƱ en em gave pep blez en Alre War dachenn emgann 1364 E 1532 atav, ne viront ket an dukelezh Doc’h aloubidigezh ar rouantelezh c’hall Dre ar feur-embann siellet e Gwened get FraƱsez IaƱ.

Bro Gwened er proviƱs

N’eo ket bet lezet kalz a roudoĆ¹ a Vrezel ar C’Hevre e Bro Gwened Pa oe dindan aotrouniezh an Duk a Verkeur hag e dud Ret a vo gortoz 1666 Aveit ma vehe savet kĆŖr an Oriant Lec’h diazez Kompagnunezh an Indez, embregerezh brudet anezhoƱ Eil kĆŖr pouezusaƱ Bro Gwened e tay da vout buon a-walc’h Just Ć rlec’h Gwened, Ć© tremen hebiou an Henbont Ne zay ket emsavadeg ar BonedoĆ¹ ruz betag Bro Gwened e 1675 Hogen e tay enni BreujoĆ¹ Breizh, Ć r urzh Loeiz XIV Hennezh en doe dibabet da harluiƱ ar parlamant brezhon e Gwened D’e gastiziƱ aveit bout soutenet an emsavadeg Irienn Markiz Pontkalleg Ha soƱj ur republik vrezhon a zo bet en he brud e 1720 Hep monet pelloc’h neowazh Peogwir emaƱ bet dibennet ar Markiz e Naoned Arlec’h bout bet harzet en Ignol Donet a ra goude-se an Dispac’h Gall Hag ar CHouanerezh e Bro Gwened Birvilhoc’h c’hoazh e’it ba’ lec’hioĆ¹ arall ‘ zo e Breizh Meur a emgann taer ha feuls a vo E-stel dilestradeg Kiberen, da skouer Re hir a vehe da venegiƱ amaƱ Pep a emgann, argadenn ha taol-kaer A zo bet e-pad ar brezel-maƱ, siwazh BevennoĆ¹ nevez a vez savet ivez e-pad an Dispac’h Gall Get krouidigezh an departamantoĆ¹, da skouer Frammet eo endro Eskopti Gwened Aveit ma yahe doc’h ar velestradurezh republikan Pezh a za da vout departamant ar Morbihan e 1790 Departamant dic’hallek Pennvro C’Hall nameitoƱ eo (a anv) HaƱval a-walc’h eo e harzoĆ¹ get Eskopti Gwened Ar-bouez un toullad parrezioĆ¹ nevez-staget doc’htoƱ : 6 parrez a Vro Gernev, 2 a Vro Sant-Brieg 6 a Vro Naoned hag 31 a Vro Sant-MaloĆ¹ A za tre Departamant ar Morbihan, oc’hpenn d’an Eskopti Ć©l ma oe e-raok N’eo ket ar memes tra penn da benn, a-benn-ar-fin Hogen emaƱ haƱval dre vras a-fet gorread Neuze emaƱ haƱval a-walc’h memestra. Dont a ra en-dro bro guened Ć r banniel Gwenn ha Du.

Ar Gallaoueg hiziv šŸ‘…

191 000 a dud a gomz gallaoueg e Breizh ! Setu ar sifr embannet gant diwezhaƱ enklask sokioyezhoniellakaet war ar stern gant Rannvro Breizh e 2018. 5% eus ar Vretoned a vefebarrek da gomz gallaoueg “mat” pe “mat a-walc’h”. Ar sifroĆ¹ pouezus-seo dev oa souezhet an dud d’ar mare-sekar an enklask kentaƱ e oao renabliƱ an niver a gomzerien.

Hag an enklask a lĆ¢r hiroc’h dimp,war al lec’hioĆ¹ ma vez komzet ar yezh, lakaomp :E Breizh-Uhel e vez komzet abaoe pell zo, eus Klison betek bro Ouelo. Met hervez disoc’hoĆ¹ 2018 e seblant tamollodet en un nebeud lec’hioĆ¹ kreƱv. Kreiz Breizh ha Loudieg,ar Menez, traoniennoĆ¹ ar Gwilen,Redon ha ‘kostez Felger ha Gwitreg. E Ploermael, da skouer,37% eus an dud a embann klevet gallaoueg ur wech ar miz da nebeutaƱ. 39% eus an dud e traoniennoĆ¹ ar Gwilen,28% e Felger. E lec’h all ez a war-gil implij ar gallaoueg dreist-holl e bro an Naoned e-lec’h n’eus nemet 2% eus an dud o komz anezhaƱ.

Sinadur karta gallaoueg

Un dra all a zo dibar gant ar gallaoueg, eo an niver a dud a gompren ar yezh hep bezaƱ gouest da gomz anezhi : 9% eus ar Vretoned. Dav derc’hel soƱj eus ar sifr-maƱ,kar ar gomzerien-se a vefe barrek da dreuzkas ar yezh d’ar re yaouankaƱ.

Gallaoueg yezh dianavet

En tu all d’an niver a gomzerien, ez eus bet lakaet ur banne sklerijenn war un dislavar all. Anavezet eo ar gallaoueg war e dachenn naturelmet pas pelloc’h ! 40% eus an dud e Breizh ne oaront ket petra eo,dreist-holl e Breizh-Izel hag e bro an Naoned. N’eus ket kalz a vrud gant ar yezh met gant an enklask e vez lakaet anezhi war kartenn ar vro evit ar wech kentaƱ a-wel d’an holl !

Gallaoueg yezh anavet !

Un arouez hag un dra a-bouez war dachenn ar sokiologiezhrak anavezet eo ar gallaoueg evel ur yezh hec’h-unan. ReiƱ a ra kred da stourm difennerien ar gallaoueg koulz ha da labour ar strollegezhioĆ¹ lec’hel ha da hini ar Rannvro. Bep bloaz e vez gwelet muioc’h-mui o efedoĆ¹ just a-walc’h. Stankoc’h-stankaƱ eo ar panelloĆ¹ e gallaoueg lakaomp,nemet e Liger-Atlantel. . . evit ar poent. Hiziv a deiz eo tro mil bugel, e tregont skol bennaket, hag a resev un taƱva d’ar gallaoueg. Ur sifr arouezius an hini eo ivez. EmbregerezhioĆ¹ zo a gomaƱs d’ober gant ar gallaoueg evit kehentiƱ. Rannvro Breizh a ra ivez,ha kinnig a ra troidigezhioĆ¹ he emvodoĆ¹-meur e gallaouegar pezh a ro an tu d’ober gant ar yezh.

Savadur Gallaoueg

An enklask-maƱ a oa diwar-benn ar gallaoueg koulz hag ar brezhoneg. Setu un arouez ouzhpenn,an div yezh o vezaƱ lakaet keit ha keitha n’eo ket an eil a-enep eben. Boaz e vez kavet bremaƱ brezhonegerien yaouank o teskiƱ gallaoueg, pe ar c’hontrefed. Met chom a ra traoĆ¹ zoha n’int ket bet muzuliet, pe ken nebeut, en enklask-se.

Kalite ar yezh, da skouer :gallaoueg fall pe gallaoueg gwir a vez komzet ? EnklaskoĆ¹ all a vefe da gas da benn. Ur sifr all zo da sellet a-dost. 40% eus ar Vretoned n’anavezont ket tamm ebet ar yezh. Ha digreskiƱ a raio ar sifr-se en amzer da zont pe ne raio ket ? An dra nemetaƱ a ouzomp eo ar fed ma cheƱch ar fedoĆ¹ sokio-yezhoniel war hir dermen.

Mall zo warnomp gwelet an eil enklask lakaet war ar stern !

Deus ar video-se e teu ar pennad skrid-maƱ :

Retrouvez nous Ơ travers diffƩrentes animations pendant le festival de la lune rousse 2024 Ơ Questembert : initiation au breton, au chants...Lune Rousse 2024