Ar Gallaoueg hiziv 👅

191 000 a dud a gomz gallaoueg e Breizh ! Setu ar sifr embannet gant diwezhañ enklask sokioyezhoniellakaet war ar stern gant Rannvro Breizh e 2018. 5% eus ar Vretoned a vefebarrek da gomz gallaoueg “mat” pe “mat a-walc’h”. Ar sifroù pouezus-seo dev oa souezhet an dud d’ar mare-sekar an enklask kentañ e oao renabliñ an niver a gomzerien.

Hag an enklask a lâr hiroc’h dimp,war al lec’hioù ma vez komzet ar yezh, lakaomp :E Breizh-Uhel e vez komzet abaoe pell zo, eus Klison betek bro Ouelo. Met hervez disoc’hoù 2018 e seblant tamollodet en un nebeud lec’hioù kreñv. Kreiz Breizh ha Loudieg,ar Menez, traoniennoù ar Gwilen,Redon ha ‘kostez Felger ha Gwitreg. E Ploermael, da skouer,37% eus an dud a embann klevet gallaoueg ur wech ar miz da nebeutañ. 39% eus an dud e traoniennoù ar Gwilen,28% e Felger. E lec’h all ez a war-gil implij ar gallaoueg dreist-holl e bro an Naoned e-lec’h n’eus nemet 2% eus an dud o komz anezhañ.

Sinadur karta gallaoueg

Un dra all a zo dibar gant ar gallaoueg, eo an niver a dud a gompren ar yezh hep bezañ gouest da gomz anezhi : 9% eus ar Vretoned. Dav derc’hel soñj eus ar sifr-mañ,kar ar gomzerien-se a vefe barrek da dreuzkas ar yezh d’ar re yaouankañ.

Gallaoueg yezh dianavet

En tu all d’an niver a gomzerien, ez eus bet lakaet ur banne sklerijenn war un dislavar all. Anavezet eo ar gallaoueg war e dachenn naturelmet pas pelloc’h ! 40% eus an dud e Breizh ne oaront ket petra eo,dreist-holl e Breizh-Izel hag e bro an Naoned. N’eus ket kalz a vrud gant ar yezh met gant an enklask e vez lakaet anezhi war kartenn ar vro evit ar wech kentañ a-wel d’an holl !

Gallaoueg yezh anavet !

Un arouez hag un dra a-bouez war dachenn ar sokiologiezhrak anavezet eo ar gallaoueg evel ur yezh hec’h-unan. Reiñ a ra kred da stourm difennerien ar gallaoueg koulz ha da labour ar strollegezhioù lec’hel ha da hini ar Rannvro. Bep bloaz e vez gwelet muioc’h-mui o efedoù just a-walc’h. Stankoc’h-stankañ eo ar panelloù e gallaoueg lakaomp,nemet e Liger-Atlantel. . . evit ar poent. Hiziv a deiz eo tro mil bugel, e tregont skol bennaket, hag a resev un tañva d’ar gallaoueg. Ur sifr arouezius an hini eo ivez. Embregerezhioù zo a gomañs d’ober gant ar gallaoueg evit kehentiñ. Rannvro Breizh a ra ivez,ha kinnig a ra troidigezhioù he emvodoù-meur e gallaouegar pezh a ro an tu d’ober gant ar yezh.

Savadur Gallaoueg

An enklask-mañ a oa diwar-benn ar gallaoueg koulz hag ar brezhoneg. Setu un arouez ouzhpenn,an div yezh o vezañ lakaet keit ha keitha n’eo ket an eil a-enep eben. Boaz e vez kavet bremañ brezhonegerien yaouank o teskiñ gallaoueg, pe ar c’hontrefed. Met chom a ra traoù zoha n’int ket bet muzuliet, pe ken nebeut, en enklask-se.

Kalite ar yezh, da skouer :gallaoueg fall pe gallaoueg gwir a vez komzet ? Enklaskoù all a vefe da gas da benn. Ur sifr all zo da sellet a-dost. 40% eus ar Vretoned n’anavezont ket tamm ebet ar yezh. Ha digreskiñ a raio ar sifr-se en amzer da zont pe ne raio ket ? An dra nemetañ a ouzomp eo ar fed ma cheñch ar fedoù sokio-yezhoniel war hir dermen.

Mall zo warnomp gwelet an eil enklask lakaet war ar stern !

Deus ar video-se e teu ar pennad skrid-mañ :

Note post

Le 19ème Fest Deiz organisé par Andon à Molac aura lieu le dimanche 5 novembre 2023, salle polyvalente de Molac, à partir de 14h30.En savoir plus