
Ur skol gevredigezhiel eo, laik, digoust ha digor d’an holl, eus ar skol-vamm d’al lise, a vez kelennet enni hervez ar bedagogiezh dre soubidigezh evit degas ar vugale d’an divyezhegezh brezhoneg galleg kempouez.
Ur strategiezh kelenn eo hag a ro ur plas bras d’ar brezhoneg, d’ar mare a zere (skol-vamm, CP), evit tapout buan ur mestroni naturel war ar yezh.
Evit talvoudegezh he disoc’hoù ha peogwir eo soupl hec’h implij. Ar pal eo dont a-benn buan hag abred da implij ar yezh evel benveg kelenn. Reiñ a ra tro d’ar vugale goude-se da vevañ e div yezh. Dre implij anezhi an hini eo e teskont ar yezh. Krouet e vez gant ar soubidigezh un endro hag a lak ar vugale barrek da zeskiñ ar yezh hep na vefe ur gwell samm.
Ur choaz sevenadurel eo. Ar brezhoneg a zo ul lodenn eus an herezh sevenadurel e c’hellomp bezañ fier anezhi. E c’heller mont drezañ betek ur c’hlad pinvidik. Daoust ma ya e implij war zisteraat abaoe un nebeud degadoù a vloavezh-ioù hag a zo bet gouest d’en em ober diouzh ar vuhez a-vremañ. Ar yezhoù estren a zo er programmoù ivez ouzhpenn-se, azalek ar C’hentañ Derez hag en Eil Derez ivez, evel-just.
Er skol-vamm hag e CP eo e brezhoneg hepken e vez graet skol ; en diavaez eus ar c’hlasoù (ehanoù, kantin, diwallerezh…) e reer ur seurt ma c’hellfe ar vugale ober gant ar brezhoneg met komz galleg a c’hellont ma karont.
Bemdez e ra gant ar galleg dija. Ar pezh a zo da zegas dezhañ zo un anaoudegezh don hag ur mestroni war ar yezh. Evit e kroger gant studi ar galleg e CE1 ha kreskiñ a ra plas ar studi galleg betek ar CM2. Heñvel eo ar palioù a-fet mestroniañ ar galleg ouzh re an holl skolioù all.
Evit an darn vrasañ eus ar familhoù eo heñvel. Ne gomzit ket brezhoneg met ho pugel a ray, ha gouest e vo da zisplegañ deoc’h e galleg peseurt labour en do d’ober er gêr. Barrek e vo ivez da dreuzskas e brezhoneg an displegadennoù ho po roet dezhañ e galleg. Ar pep pouezusañ evitañ ho reiñ c’hoant dezhañ da zeskiñ ha kalonekaat anezhañ en ur zisplegañ dezhañ peseurt choaz raktres desavadurel a zo bet graet ganeoc’h evitañ. Ar skolaerien a vez aze ouzhpenn-se evit skoazellañ ha reiñ alioù deoc’h.