š Bro Gwened
Deus ar vro Gwened eo ar vro Kistreberzh, peseurt istor a zo ganti? Dizolomp asambles :
Gwened Dieub
Poblet e oe tiriad Bro Gwened get ar Weneted e-pad an hen amzer Staliet e oent Ć r an aodoĆ¹ hag e oent moraerion galloudek E penn armerzh an Arvorig Kevezerezh a veze neuze etreze hag ar Romani A oe Ć© klac’h aloubiƱ douaroĆ¹ nevez E 56 e-raok J.K o deus an div bobl-se en em gannet Ć r ar mor Hag emaƱ bet trec’h ar Romani.
AmaƱ emaƱ an istoer klok dre ar munudoĆ¹ Latinaet eo bet an dud a-neuze Ha tolpet ar vuhez armerzhel Ć r-dro da Zarioritum, anv hen Gwened CHom a ray Ć©l-se betag diskar ar Romani Ha donedigezh ar pobloĆ¹ brezhon en Arvorig E tonet a Vreizh Veur, Ć©l ma vez anvet bremaƱ Lakaet eo Padern da Eskob Gwened e 465 Pezh a ziskoueza a vez ag Eskopti Gwened adalek ar prantad-maƱ, d’an nebeutaƱ Revez ar vojenn, e vije bet titlet Padern get roue kentaƱ Bro Gwened Karadeg, pe Karadog, a vije bet marc’heg an Daol Grenn N’eus ket prouenn istoerel erbet da wiriekaat an dra-se neowazh.
Da Zarioritum betek Gwened
Diwezhatoc’h, e 578, Gwereg II anavet evel Warog II ivez A za a-benn da reniƱ Ć r gĆŖr Darioritum, dalc’het neuze get ar Franked CHeƱch e ra anv ar gĆŖr “Darioritum” e Gwened D’ober dave doc’h pobl hen ar Weneted A oe Ć© chom er vro gwezharall Lakaet eo getoƱ ivez kĆŖr Gwened da GĆŖrbenn Bro Ereg, e rouantelezh Kavet a vez div stumm d’e anv : pe Gwereg, pe Warog Hogen eben a vehe ur c’hermanadur bet graet get ar Franked Ar stumm “Waroc’h” a zo farius Ac’hanen e yae da breizhiƱ an tiriadoĆ¹ frank amezek Da lĆ¢ret eo Bro Roazhon ha Bro Naoned er c’hours-maƱ E-raok donet endro d’ar gĆŖr karget a win laeret diget an Naonediz.
Bro Gwened er rouantelezh Breizh
Aloubet eo kĆŖr Gwened get Pepin ar Berr e 730 Donet a ra neuze da vout ur lodenn a VarzoĆ¹ Breizh Bevenn etre bed gouez ar Vrezhonegerion hag hani sevenaet ar latin, saƱset Ne choma ket ar Vrezhoned hep en em zifenn neowazh Hag e vrezeliont a-enep Franked Loeiz an Deol, mab Karlez Veur Unvanet m’emant dindan beli ar Roue Morvan, pe Morvan Lez-Breizh Hennezh a rena Ć r Vro Gwened, Domnonea, Bro Leon ha Bro Kernev A-benn-ar-fin e varvay ar Roue Morvan en emgann e 818 Ar-dro Prizieg, Ć r harzoĆ¹ Bro Gwened Ret a vo gortoz Nevenoe, bet lakaet da Gont Gwened get Loeiz an Deol Aveit ma yahe an tiriad-se ba’ Rouantelezh Breizh Dre ar brezel hag an emgann eo EmaƱ daet a-benn Nevenoe da drec’hiƱ Ć r ar Franked e 840, Ć rlec’h bout en em savet en o-enep.
Bro Gwened en duked Breizh
En desped da drec’h Alan Veur Ć r ar Vikinged Ar-dro Kistreberzh, e Bro Gwened E ta stank alouberion an Norzh endro adalek 913 PreizhiƱ e reont ar rouantelezh hag en em staliont Ć r an arvor Dismantret eo ar vro get bezaƱs ar Lec’hlenniz enni Dieubet e vo Bro Gwened evel peurrest Breizh e 936 Da heul distro Alan Varvek, mab bihan ar roue diwezhaƱ Kontelezh Gwened a za tre domani Duked Breizh e 970 Get ren Konan IaƱ Talvout a ra emaƱ neuze perc’hennet Bro Gwened get familh an Duk Hogen e vez c’hoazh anezhi e-stel bout relijiel Rak emaƱ ivez un eskopti, get hevelep bevennoĆ¹ ar gontelezh E-pad ar Grenn Amzer en em zisranna Eskopti Gwened e meur a aotrouniezh E-stel ar Gemened Gwegan pe ar Gemened Heboe DarvoudoĆ¹ pouezus brezel susitoĆ¹ an dukelezh a c’hoarvezay e Bro Gwened El Emgann an Tregont, etre Josilin ha Ploermael Seziz an Henbont pe c’hoazh Emgann an Alre e 1364, da skouer Yann IV, trec’hour ar brezel ha diazezour an diernezh MoƱforzh A savay Kastell an Erminig, e annez pennaƱ, e kĆŖr Gwened Krouet a vez getoƱ ivez Urzh an Erminig E lec’h ma vez strollet ar varc’heion vrezhon kalonekaƱ Izili an urzh-maƱ en em gave pep blez en Alre War dachenn emgann 1364 E 1532 atav, ne viront ket an dukelezh Doc’h aloubidigezh ar rouantelezh c’hall Dre ar feur-embann siellet e Gwened get FraƱsez IaƱ.
Bro Gwened er proviƱs
N’eo ket bet lezet kalz a roudoĆ¹ a Vrezel ar C’Hevre e Bro Gwened Pa oe dindan aotrouniezh an Duk a Verkeur hag e dud Ret a vo gortoz 1666 Aveit ma vehe savet kĆŖr an Oriant Lec’h diazez Kompagnunezh an Indez, embregerezh brudet anezhoƱ Eil kĆŖr pouezusaƱ Bro Gwened e tay da vout buon a-walc’h Just Ć rlec’h Gwened, Ć© tremen hebiou an Henbont Ne zay ket emsavadeg ar BonedoĆ¹ ruz betag Bro Gwened e 1675 Hogen e tay enni BreujoĆ¹ Breizh, Ć r urzh Loeiz XIV Hennezh en doe dibabet da harluiƱ ar parlamant brezhon e Gwened D’e gastiziƱ aveit bout soutenet an emsavadeg Irienn Markiz Pontkalleg Ha soƱj ur republik vrezhon a zo bet en he brud e 1720 Hep monet pelloc’h neowazh Peogwir emaƱ bet dibennet ar Markiz e Naoned Arlec’h bout bet harzet en Ignol Donet a ra goude-se an Dispac’h Gall Hag ar CHouanerezh e Bro Gwened Birvilhoc’h c’hoazh e’it ba’ lec’hioĆ¹ arall ‘ zo e Breizh Meur a emgann taer ha feuls a vo E-stel dilestradeg Kiberen, da skouer Re hir a vehe da venegiƱ amaƱ Pep a emgann, argadenn ha taol-kaer A zo bet e-pad ar brezel-maƱ, siwazh BevennoĆ¹ nevez a vez savet ivez e-pad an Dispac’h Gall Get krouidigezh an departamantoĆ¹, da skouer Frammet eo endro Eskopti Gwened Aveit ma yahe doc’h ar velestradurezh republikan Pezh a za da vout departamant ar Morbihan e 1790 Departamant dic’hallek Pennvro C’Hall nameitoƱ eo (a anv) HaƱval a-walc’h eo e harzoĆ¹ get Eskopti Gwened Ar-bouez un toullad parrezioĆ¹ nevez-staget doc’htoƱ : 6 parrez a Vro Gernev, 2 a Vro Sant-Brieg 6 a Vro Naoned hag 31 a Vro Sant-MaloĆ¹ A za tre Departamant ar Morbihan, oc’hpenn d’an Eskopti Ć©l ma oe e-raok N’eo ket ar memes tra penn da benn, a-benn-ar-fin Hogen emaƱ haƱval dre vras a-fet gorread Neuze emaƱ haƱval a-walc’h memestra. Dont a ra en-dro bro guened Ć r banniel Gwenn ha Du.