š©āš« Soubidigezh dre 7 a goulenn
Petra eo Diwan ?
Ur skol gevredigezhiel eo, laik, digoust ha digor d’an holl, eus ar skol-vamm d’al lise, a vez kelennet enni hervez ar bedagogiezh dre soubidigezh evit degas ar vugale d’an divyezhegezh brezhoneg galleg kempouez.
Petra eo ar soubidigezh ?
Ur strategiezh kelenn eo hag a ro ur plas bras d’ar brezhoneg, d’ar mare a zere (skol-vamm, CP), evit tapout buan ur mestroni naturel war ar yezh.
Perak ar soubidigezh?
Evit talvoudegezh he disoc’hoĆ¹ ha peogwir eo soupl hec’h implij. Ar pal eo dont a-benn buan hag abred da implij ar yezh evel benveg kelenn. ReiƱ a ra tro d’ar vugale goude-se da vevaƱ e div yezh. Dre implij anezhi an hini eo e teskont ar yezh. Krouet e vez gant ar soubidigezh un endro hag a lak ar vugale barrek da zeskiƱ ar yezh hep na vefe ur gwell samm.
BezaƱ divyezhek, ya, met perak e brezhoneg ?
Ur choaz sevenadurel eo. Ar brezhoneg a zo ul lodenn eus an herezh sevenadurel e c’hellomp bezaƱ fier anezhi. E c’heller mont drezaƱ betek ur c’hlad pinvidik. Daoust ma ya e implij war zisteraat abaoe un nebeud degadoĆ¹ a vloavezh-ioĆ¹ hag a zo bet gouest d’en em ober diouzh ar vuhez a-vremaƱ. Ar yezhoĆ¹ estren a zo er programmoĆ¹ ivez ouzhpenn-se, azalek ar C’hentaƱ Derez hag en Eil Derez ivez, evel-just.
Ma bugel ne gomzo nemet brezhoneg er skol?
Er skol-vamm hag e CP eo e brezhoneg hepken e vez graet skol ; en diavaez eus ar c’hlasoĆ¹ (ehanoĆ¹, kantin, diwallerezh…) e reer ur seurt ma c’hellfe ar vugale ober gant ar brezhoneg met komz galleg a c’hellont ma karont.
DeskiƱ a ray trawalc’h a c’halleg ivez ?
Bemdez e ra gant ar galleg dija. Ar pezh a zo da zegas dezhaƱ zo un anaoudegezh don hag ur mestroni war ar yezh. Evit e kroger gant studi ar galleg e CE1 ha kreskiƱ a ra plas ar studi galleg betek ar CM2. HeƱvel eo ar palioĆ¹ a-fet mestroniaƱ ar galleg ouzh re an holl skolioĆ¹ all.
Ne gomzomp ket brezhoneg. Barrek e vimp da heuliaƱ labour hor bugel ?
Evit an darn vrasaƱ eus ar familhoĆ¹ eo heƱvel. Ne gomzit ket brezhoneg met ho pugel a ray, ha gouest e vo da zisplegaƱ deoc’h e galleg peseurt labour en do d’ober er gĆŖr. Barrek e vo ivez da dreuzskas e brezhoneg an displegadennoĆ¹ ho po roet dezhaƱ e galleg. Ar pep pouezusaƱ evitaƱ ho reiƱ c’hoant dezhaƱ da zeskiƱ ha kalonekaat anezhaƱ en ur zisplegaƱ dezhaƱ peseurt choaz raktres desavadurel a zo bet graet ganeoc’h evitaƱ. Ar skolaerien a vez aze ouzhpenn-se evit skoazellaƱ ha reiƱ alioĆ¹ deoc’h.