Skignet d’an 23/11/2025 da 09e50
Kostez Kistreberzh e pourmeno Bali Breizh er peder abadenn da zont. Evit kregiñ ganti e vimp e Kistreberzh hag e Roc’h-an-Argoed. E Kistreberzh e kej Goulwena gant Pierrick Kersante en e gêr. Genidik eus kostez Plancoët eo deuet da chom da Gisteberzh evit e labour e industriezh ar boued war dachenn ar C’hlask hag an Diorren en un embregerezh a brodu Trenkennoù Aminet evit magañ chas, kizier pe chifretez… Ur vicher he deus kaset anezhañ da rein prezegennoù der ar bed. Ouzhpenn e vicher e kemer perzh e sevenadur Breizh e meur a zoare. Gwenaner ha liorzher amatour eo ivez. Ur sportour bras eo Pierrick Kersante ivez. Diskouezet en deus deomp ur frapad pleustiñ e Swim-Run, neuñv ha redek. E 2006 e oa ganet ar sport-mañ e Stockholm e Sued da heul ur glaoustre etre mignoned, hag en em gavet eo e bro C’hall e 2010 hag e Breizh war-do 2015. Kelaouadenn. Ur chapel gozh ha brudet eo Chapel Intron-Varia Krann e Trevlean. Patrick Puireux zo o chom en he c’hichen 60 vloaz zo. Kelaouadenn. Er sal « L’étang moderne » e Roc’h-an-Argoed ec’h en em gav Thelo Mael Lhopiteau. Kaner ha telenner eo en daouad NIJ gant Tristan Le Breton hag e damboulinoù. Daou don da zañsal pe da nijal a ginnigont deomp. Mael Lhopiteau en deus krouet ivez ar gevredigezh « La Compagnie des possibles » da ambroug muzisianed en o micher. Er vreserezh Brume e Kistreberzh ec’h en em gav Goulwena gant Florian Daniel hag a gont deomp petra eo ar c’hoariva war ar prim : ezel eo eus ar strollad « Les Brigands de Toilettes ». Skolaer ha rener ur skol e Muzilheg eo ivez. Ur pennad nevez eus « Marvailhoù mor an Hirwazh » filmet gant Yann-Ildut Galliou : gant ar marc’h-mor e raimp anaoudegezh en dro-mañ.