Deus ar vro Gwened eo ar vro Kistreberzh, peseurt istor a zo ganti? Dizolomp asambles :
Poblet e oe tiriad Bro Gwened get ar Weneted e-pad an hen amzer Staliet e oent àr an aodoù hag e oent moraerion galloudek E penn armerzh an Arvorig Kevezerezh a veze neuze etreze hag ar Romani A oe é klac’h aloubiñ douaroù nevez E 56 e-raok J.K o deus an div bobl-se en em gannet àr ar mor Hag emañ bet trec’h ar Romani.

Amañ emañ an istoer klok dre ar munudoù Latinaet eo bet an dud a-neuze Ha tolpet ar vuhez armerzhel àr-dro da Zarioritum, anv hen Gwened CHom a ray él-se betag diskar ar Romani Ha donedigezh ar pobloù brezhon en Arvorig E tonet a Vreizh Veur, él ma vez anvet bremañ Lakaet eo Padern da Eskob Gwened e 465 Pezh a ziskoueza a vez ag Eskopti Gwened adalek ar prantad-mañ, d’an nebeutañ Revez ar vojenn, e vije bet titlet Padern get roue kentañ Bro Gwened Karadeg, pe Karadog, a vije bet marc’heg an Daol Grenn N’eus ket prouenn istoerel erbet da wiriekaat an dra-se neowazh.
Diwezhatoc’h, e 578, Gwereg II anavet evel Warog II ivez A za a-benn da reniñ àr gêr Darioritum, dalc’het neuze get ar Franked CHeñch e ra anv ar gêr “Darioritum” e Gwened D’ober dave doc’h pobl hen ar Weneted A oe é chom er vro gwezharall Lakaet eo getoñ ivez kêr Gwened da Gêrbenn Bro Ereg, e rouantelezh Kavet a vez div stumm d’e anv : pe Gwereg, pe Warog Hogen eben a vehe ur c’hermanadur bet graet get ar Franked Ar stumm “Waroc’h” a zo farius Ac’hanen e yae da breizhiñ an tiriadoù frank amezek Da lâret eo Bro Roazhon ha Bro Naoned er c’hours-mañ E-raok donet endro d’ar gêr karget a win laeret diget an Naonediz.
Aloubet eo kêr Gwened get Pepin ar Berr e 730 Donet a ra neuze da vout ur lodenn a Varzoù Breizh Bevenn etre bed gouez ar Vrezhonegerion hag hani sevenaet ar latin, sañset Ne choma ket ar Vrezhoned hep en em zifenn neowazh Hag e vrezeliont a-enep Franked Loeiz an Deol, mab Karlez Veur Unvanet m’emant dindan beli ar Roue Morvan, pe Morvan Lez-Breizh Hennezh a rena àr Vro Gwened, Domnonea, Bro Leon ha Bro Kernev A-benn-ar-fin e varvay ar Roue Morvan en emgann e 818 Ar-dro Prizieg, àr harzoù Bro Gwened Ret a vo gortoz Nevenoe, bet lakaet da Gont Gwened get Loeiz an Deol Aveit ma yahe an tiriad-se ba’ Rouantelezh Breizh Dre ar brezel hag an emgann eo Emañ daet a-benn Nevenoe da drec’hiñ àr ar Franked e 840, àrlec’h bout en em savet en o-enep.

En desped da drec’h Alan Veur àr ar Vikinged Ar-dro Kistreberzh, e Bro Gwened E ta stank alouberion an Norzh endro adalek 913 Preizhiñ e reont ar rouantelezh hag en em staliont àr an arvor Dismantret eo ar vro get bezañs ar Lec’hlenniz enni Dieubet e vo Bro Gwened evel peurrest Breizh e 936 Da heul distro Alan Varvek, mab bihan ar roue diwezhañ Kontelezh Gwened a za tre domani Duked Breizh e 970 Get ren Konan Iañ Talvout a ra emañ neuze perc’hennet Bro Gwened get familh an Duk Hogen e vez c’hoazh anezhi e-stel bout relijiel Rak emañ ivez un eskopti, get hevelep bevennoù ar gontelezh E-pad ar Grenn Amzer en em zisranna Eskopti Gwened e meur a aotrouniezh E-stel ar Gemened Gwegan pe ar Gemened Heboe Darvoudoù pouezus brezel susitoù an dukelezh a c’hoarvezay e Bro Gwened El Emgann an Tregont, etre Josilin ha Ploermael Seziz an Henbont pe c’hoazh Emgann an Alre e 1364, da skouer Yann IV, trec’hour ar brezel ha diazezour an diernezh Moñforzh A savay Kastell an Erminig, e annez pennañ, e kêr Gwened Krouet a vez getoñ ivez Urzh an Erminig E lec’h ma vez strollet ar varc’heion vrezhon kalonekañ Izili an urzh-mañ en em gave pep blez en Alre War dachenn emgann 1364 E 1532 atav, ne viront ket an dukelezh Doc’h aloubidigezh ar rouantelezh c’hall Dre ar feur-embann siellet e Gwened get Frañsez Iañ.
N’eo ket bet lezet kalz a roudoù a Vrezel ar C’Hevre e Bro Gwened Pa oe dindan aotrouniezh an Duk a Verkeur hag e dud Ret a vo gortoz 1666 Aveit ma vehe savet kêr an Oriant Lec’h diazez Kompagnunezh an Indez, embregerezh brudet anezhoñ Eil kêr pouezusañ Bro Gwened e tay da vout buon a-walc’h Just àrlec’h Gwened, é tremen hebiou an Henbont Ne zay ket emsavadeg ar Bonedoù ruz betag Bro Gwened e 1675 Hogen e tay enni Breujoù Breizh, àr urzh Loeiz XIV Hennezh en doe dibabet da harluiñ ar parlamant brezhon e Gwened D’e gastiziñ aveit bout soutenet an emsavadeg Irienn Markiz Pontkalleg Ha soñj ur republik vrezhon a zo bet en he brud e 1720 Hep monet pelloc’h neowazh Peogwir emañ bet dibennet ar Markiz e Naoned Arlec’h bout bet harzet en Ignol Donet a ra goude-se an Dispac’h Gall Hag ar CHouanerezh e Bro Gwened Birvilhoc’h c’hoazh e’it ba’ lec’hioù arall ‘ zo e Breizh Meur a emgann taer ha feuls a vo E-stel dilestradeg Kiberen, da skouer Re hir a vehe da venegiñ amañ Pep a emgann, argadenn ha taol-kaer A zo bet e-pad ar brezel-mañ, siwazh Bevennoù nevez a vez savet ivez e-pad an Dispac’h Gall Get krouidigezh an departamantoù, da skouer Frammet eo endro Eskopti Gwened Aveit ma yahe doc’h ar velestradurezh republikan Pezh a za da vout departamant ar Morbihan e 1790 Departamant dic’hallek Pennvro C’Hall nameitoñ eo (a anv) Hañval a-walc’h eo e harzoù get Eskopti Gwened Ar-bouez un toullad parrezioù nevez-staget doc’htoñ : 6 parrez a Vro Gernev, 2 a Vro Sant-Brieg 6 a Vro Naoned hag 31 a Vro Sant-Maloù A za tre Departamant ar Morbihan, oc’hpenn d’an Eskopti él ma oe e-raok N’eo ket ar memes tra penn da benn, a-benn-ar-fin Hogen emañ hañval dre vras a-fet gorread Neuze emañ hañval a-walc’h memestra. Dont a ra en-dro bro guened àr banniel Gwenn ha Du.